Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/79

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 75 -

danevellourien hag a fell d’eze gwenna Bertrand Gwesklin. Hen ober a c’halfed marteze mar ne vefe sellet nemet ouz brezel Bleiz-Montfort. Hogen pa c’hoantaas Roue ar Franz laerez Breiz-Vihan, Gwesklin n’en devoa nemet eun dlead : dont, evel ar Vreiziz feal, da zifenn e vamm-vro gant e gleze lemm ha pounner. 60. E lec’h ober evelse, e teuas e Breiz e penn armeou ar Roue evit aesa staga an Dukelez ouz rouantelez Charlez V. 61. Lavarout a rer e teuas keuz d’ezan hag e c’houlennas digant ar roue beza kaset pell diouz Breiz da blega enebourien all. N’eus forz ! Ma vije bet eur breizad mad, e vije deut d’en em lakaat dindan banniel an Duk. Dinac’het en dije ouz ar roue mont da vrezelli evitan, keit ha ma oa hen, roue, oc’h astenn e bao da vouga frankiz Breiz.

62. E 1392 « Pierre de Craon » a aesaas muntri Olier Klison e Pariz. Heman a gouezas evel maro war an hent, hag an dorfetourien a ziredas e Breiz e kichen an Duk. 63. Yann IV a zinac’has lakaat aneze etre daouarn ar roue Charlez VI. 64. Heman, droug ennan, a gerzas etrezek Breiz, gant e arme evit kastiza an Duk. 65. Pa oa o treuzi koad ar Mans, ar Roue a zeuas da goll e skiant. Ha setu dilezet an argadeg.

66. Yann V a oe her d’e dad en 1399. 67. Evit lakaat divez d’an tabut koz a oa dalc’hmad etre an Duked ha Tiad Penteur, e kemeras Bro Benteur hag e stagas anezi ouz an Dukelez. 68. E pad ren Yann V, Jill a Retz, leshanvet Barv-