Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/80

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 76 -

Glas, a oe devet e ker an Naoned evit paea e dorfejou.

7. Ar c’hiz gall e Breiz er XVt kantved. - 69. Epad ar XVt kantved Breiz a roas da Vro-C’hall he gwella penn-argadourien, rak ar c’hiz gall a ’n em astenne e Breiz etouez an noblans, gwaz a ze d’ar spered broadel. 70. Lufr al lez roueek a denne daveti an noblans evel ma vez tennet ar fubu gant ar goulou. 71. Red eo asanti koulskoude ez eo bet an noblans-man salverien Bro-C’hall. Panevet d’eze ar vro-ze a vije kouezet dindan yeo Bro-Zaoz. Bro-C’hall a zo dleet d’ezi mirout eun drugarez peurbadus da dud evel Gwesklin, Klison, De Rieux, Rohan ha Richmond.


————


PEMPVED LODEN


Diveza Duked Breiz


1. Hered Yann V. — 1. Yann V a lezas tri vab war e lerc’h : Fransez, Per ha Jillez. 2. An daou genta a renas.

3. Fransez Kenta a zo bet brudet dreist-oll dre an tabut a zavas etrezan hag e vreur yaouank Jillez Breiz. Heman a oe prizoniet e kastel Hardouinais e lec’h ma oe laket da vervel. 4. Fransez Kenta ne lezas ket a vugale. 5. E vreur Per a oe her d’ezan. 6. Per II a varvas ive hepdale. 7. Ar gurunen a yeas d’e eontr Arzur, breur da Yann V. 8. Arzur III a zo anavezet dreist-oll dindan an hano a « Arthur de Richmond ».