Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/82

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 78 -

3. Fransez II. — 23. D’ar mare ma savas Fransez II war dron Breiz, Loeiz XI a oa roue ar Franz. 24. Herve ma oa ar c’hiz, Fransez II a reas unaniez gant enebourien ar roue-man. Siouaz, ne zalc’has ket pell gant ar reolen fur-man. 25. Loeiz XI a oa eul louarn a zen. Lavarout a re : « Me a roio », hogen ne roe nepred.

26. E lez Breiz e oa daou du. An tu broadel, a oa en e benn ar C’henziellour Per Landais hag an tu enepvroadel skoazellet gant an noblanz vras. 27. Red eo hen lavarout, pa ez eo gwir ; gwasa enebourien ar vroadelez vreton e oa, d’ar c’houlz-man, an Aotroune pe an Noblans uhel.

28. Per Landais a glaske kevredourien da Vreiz a enep d’an enebour broadel. 29 Evit se e felle d’ezan dimezi Annaïk a Vreiz, merc’h an Duk hag herez an Dukelez, gant Maksimilian, prinz an Aotrich. 30. Hogen an aotroune vras, gant o spered troet ouz Bro-C’hall, ne welent netra e labour broadel ar C’henziellour. 31. Dont a rejont da goll anezan e spered an Duk. Heman, den klouar ha dinerz, n’hallas ket stourm oute. Lakaat a reas Per Landais e servijour feal, etre o daouarn. 32. Landais, kampour ar spered breton, a oe dibennet gante e Naoned (1485).

33. Pevar bloaz goude an torfed-man an noblans vras a zeuas d’eze skiant ; kwitaat a rejont an tu gall. Siouaz, re divezat e oa ! 34. Eur brezel, ar brezel diveza, koll-pe-c’honid evit frankiz Breiz, a oe diskleriet etre Breiz ha Bro-C’hall. 35. Arme Breiz, etre daouarn tud hep gouiziegez, a oe fri-