Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/83

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 79 -

ket e « Saint-Aubin-du-Cormier ». Gallout a rer lavarout ez eo bet skoet eno broadelez Breiz gant taol ar maro. 36. Fransez II a varvas ive hebdale goude.

4. Anna Vreiz. — 37. Armeou Bro-C’hall a grogas da vont ha da zont, o trec’hi dre ma ’z aent a dreuz hag a hed e Breiz. 38. Bez’ e oa c’hoaz eneberez aman hag a-hont. Siouaz ! Breiz a oa koll.

39. Aotroune Breiz a aeseas neuze lakaat mennad kaer Per Landais da zont da wir, en eur dimezi ar brinsez Anna gant Maksimilian. Tremenet e oa an amzer. 40. En despet d’al lealded ha da wir an den, roue Bro-C’hall a roas urz da dud en e c’hourc’hemenn da dapout an Dukez yaouank. 41. Houman a oe kaset prizonierez da Gastel « Langeais », e lec’h ma asantas dimezi gant Charlez VIII en 1491. 42. Eur vrud a redas, gwir pe c’haou, ne asantas ar vaouez paour nemet goude beza bet gwallet en hec’h enor gant ar roue Frank.

43. Charlez VIII a varvas da gentan. Anna a addimezas d’ar roue nevez Loeiz XII. 44. Eur verc’h a c’hanas diwarne hanvet Klaodina (« Claude de France ») hag a zimezas divezatoc’h gant Fransez Kentan (« François Premier »), roue ar Franz. 45. Ar prinz-man a stagas Breiz ouz Bro-C’hall er bloaz 1532.

5. Marc’had stagidigez Breiz ouz Bro-Chall. — 46. Breiz ne oe ket staget ouz Bro-C’hall dre eun taol brezel, kentoc’h e oe dre zimezi. 47. An