Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/85

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 81 -


LEVR TRI


Breiz aboue ma ’z eo Rann-Vro ar Franz


————
LODEN GENTA


Breiz aboue he stagidigez ouz ar Franz bete 1789


1. Breiz a chom madelezus ouz ar Franz. — 1. Emgleo Gwened en 1532 a stage Breiz ouz Bro-C’hall. Breiz a chomas koulskoude ken mad hag araok e kever houman. 2. Bro-C’hall a roas epad eur pennad amzer an hano a Zuk a Vreiz da benher he C’hurunen, evel ma ve roet ive e Bro-Zaoz, hizio c’hoaz zoken, an hano a Brinz Bro-Gambre da benher kurunen Bro-Zaoz. 3. Eur mordead brudet a Zant-Malo, marvet er bloaz 1541, Jakez Kartier, a roas Bro-Ganada d’ar Franz. 4. Eun dijentil leonad, Kersimon, a zeuas a benn, er bloaz 1551, eus eur skouadren a zek mil den a Vro-Zaoz hag eus an Holland.

2. Reizou an Iliz hag ar Barnerez e Breiz. — 5. Lez-Varn-Uhel Breiz a c’honeas aotreadur ar roue evit ne vjje ket gouarnet Iliz Breiz gant an Emgleo graet etre ar Pab ha Bro-C’hall. 6.