Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 82 -

Evelse parreziou Breiz hag hec’h eskoptiou a hellas delc’hel en o fenn tud a iliz eus ar vro. 7. D’ar mare-man e oe savet lez-varniou Roazon, an Naoned, Gwened ha Kemper, evit barn an tamallou hag an torfejou.

8. Al Lez-Varn-Uhel a dlee breman labourat e pad c’houec’h miz : tri miz en Naoned, ha tri miz e Roazon. 9. Hogen er bloaz 1600 n’ oa ken nemet Roazon o tigemer ar varnerien.

3. Ar Brotestanted e Breiz. — 10. Ar Vreiziz o doe da c’houzanv abred gant ar zamm laket war o c’hein pa oent staget ouz ar Franz. 11. Red e oa d’eze kemer lod e trubuilhou houman. 12. Dandelot, breur an « Amiral Coligny », pried da Claodina Rieulx, hanter beleg hugunod, ha hanter penn-argadour, a zigasas ar relijion brotestant e Breiz, elec’h m’en devoa kalz a zanvez. 13. Eun niver bras a dud a droas gant e relijion e Breiz-Uhel, dreist-oll e Roazon, Vitre, Kastelbriand, Blain, hag all.

14. Noblans vras evel re Tiadou Rohan, Rieulx ha Laval, en em daolas ive d’ar relijion nevez. 15. Aboue 1582 gouarnour Breiz evit ar roue Henri III e oa an « Duc de Mercœur », prinz a Diad al « Lorraine ». 16. E wreg a oa ginidik a Diad Penteur. 17. Mercœur a ’n em lakaas e penn ar Gatoliked. 18. Gwelet mat e oa e ker an Naoned, e lec’h m’en devoa, kouls laret, eul lez evel pa vije bet Duk a Vreiz. 19. E gwirionez, c’hoant en devoa ive da zont da veza Duk, dre ma oa e wreg eus