Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/88

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 84 -

33. Er bloaz 1598 Mercœur hag e re a ’n em gavas disprizet gant ar Vreiziz o devoa bet laket o fizians enne. Ober a rejont eta, dre red, ar peuc’h gant Herri IV. 34. An douarou labour e Breiz ne oant ken nemet lanneier, ar c’horfou maro a c’holoe an henchou hag ar c’hiz a oa kollet d’ober tan war an oalejou. Ar brezel-man a badas 9 bloaz. 35. Ar Roue Herri IV a oe eun den mad. O welet stad truezus Breiz e tinac’has lakaat eur zamm pounner warni, hag evel-se e c’hellas houman adsevel. 36. Ar peuc’h a renas er Franz hag e Breiz goude ma ’n devoe sinet ar Roue Diel an Naoned. 37. Houman a reize stad ar Brotestanted hag a roe da bep den frankiz a skiant hag a greden.

5. Noblans vihan Breiz.— 39. Hiviziken, beteg ar bloaz 1789, e vezo tabut etre ar Breujou hag ar Gouarnour, pe etre ar Gouarnour hag al Lez-Varn-Uhel. 40. Beza e oa er Breujou noblans paour, labourerien douar ha n’o devoa nemet eur maner bihan, eun alar hag eur c’hleze. 41. Ar re-man a oa gwir dadou a diegez evel ar re a oa gwechall e Breiz-Veur. 42. Hini aneze ne gemere gwreg e Bro-Chall. 43. Ofiserien ar Gouarnour, dastumerien an tailhou, breutaerien, prokulerien, holl dud ar roue el Lez-Varn-Uhel, hag el Lez-Varniou-Izel, a oa enep d’ar c’hannaded-man.

6. « Cesar de Vendome ». — 44. « César de Vendome », mab bastard d’ar roue Herri IV, a oa dimezet da verc’h Mercœur hag a oe hanvet gouarnour war lerc’h heman. 44. C’hoantaat a