Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/90

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 86 -

ar Vohemia. 56. Guebriant a oa ginidik a Bluduno. Mervel a reas e pad seziz Rothwell. Gouarnour ar ger-man a zigasas alc’houeziou ker war e wele-maro evel ma oe graet gwechall evit Bertrand Gwesklin e Kastel-nevez Randon.

9. Breiz e peuc’h bete 1675. — 57. Pa oe maro Richelieu, ar rouanez « Anne d’Autriche » a c’houarnas Breiz. 58. Bro-C’hall oa trubuilhet gant eur brezel a ziabarz, hanvet ar Vatalm pe « La Fronde ». En eun tu e oa « Anne d’Autriche » hag ar ministr Mazarin, en tu-all e oa al Lez-Varn-Uhel (1648-1653). 59. Ar brezel-man ne grouas reuz ebet e Breiz. 60. Ar Vreiziz ne rejont van ebet o welet o teurel er prizon mestr bras an tailhou, Nikolas Fouquet, aotrou Gerveur ha Konk-Kerne. 61. Heman en devoa c’hoantaet ive adsevel evitan e-unan Dukelez Breiz. 62. Ar Vreiziz ne dleent en em zevel nemet pa vije klasket terri marc’had en Emgleo graet en Naoned er bloaz 1532.

10. Ar Vreiziz a stourm enep lezen ar paper aroueziet. — 63. Er bloaz 1675 gouarnamant ar roue Loeiz XIV a c’hoantaas, hep aotreadur ar Breujou, sevel tailhou war ar paper aroueziet, war ar butun ha war al listri sten. 64. Roazoniz a ’n em zavas a enep ar Gouarnour, an « Duc de Chaulnes ». 65. Heman a oa ken kazet dre ar galon fall a ziskoueze ouz ar Vreiziz, ken ma oe leshanvet gante ar Penmoc’h. 66. Ti an Tailhou a oe dismantret gant Roazoniz. 67. E Kerne, pevarzek parrez a reas emgleo etreze dindan