Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/91

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 87 -

renadurez Ar Balp, noter e Kleden-Poher. An dispac’herien-man, hanvet Tud o bonedou ru, a lakaas ar gwad da redek ebarz ar c’hestel, dre ma plege an noblans o chouk dindan gwalen ar roue. 68. Loeiz XIV a dennas venjans eus ar c’houerien. 69. Ar gwez a zouge frouez nevez. Frouez ? Ya, tudigou paour krouget. 70. A boan divezet eur brezel a-ziavaez, Loeiz XIV a groge gant eur brezel all, hag an tailhou a greske dalc’hmad. Ar groug d’ar Vreiziz re baour da c’hallout paea ! 71. An noblans a bellae diouz ar c’houerien. E touez ar bobl hepken e oa neuze ar wir Vreiziz. 72. Euzus ez eo lenn al lizerou skrivet d’he merc’h gant an « Itron de Sévigné » diwar-benn stad gwalleurus Breiz. An itron-man, eur c’hallez hag a bleustre lez ar roue epad ar gouanv, a zeue da dremen an hanv e Kastel ar Rec’hel, e kichen Vitre. Ne gave netra fentusoc’h eget gwelet ar Vreiziz krouget o vranskelli e beg a gwez.

11. Mikel an Nobletz hag an Tad Maner. — 73. An Tad Maner, misioner breizad, a aesaas meur a wech ober ar peuc’h etre an Duc de Chaulnes hag ar Vreiziz aheurtet, hag awechou e oe selaouet. 74. En e raok, beteg ar bloaz 1651, eur misioner all, Mikel an Nobletz, a Gerodern, a brezege an Aviel e Kerne hag e Leon epad brezeliou ar relijion hag e pad ren Loeiz XIII. 75. An daou visioner-man a rimadellas kalz a gantikou santel e brezoneg. 76. O brezoneg ne oa ket reiz, nag hini ar re-all o deus ive skrivet miste-