Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/92

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 88 -

riou d’ar mare-ze. 78. N’eo ket dleet d’ar Vreiziz kemer skouer war ar yez vrezonek fall-ze, mesket evel ma’z eo gant kement a c’heriou gallek, nemet e kaver enni ivez meur a c’her talvoudek a zo bet damankouaet aboue hag e vije mad o adlakat en impli.

12. Iverzoniz diskennet e Breiz. — 78. Loeiz XIV a lemmas digant ar Brotestanted ar gwiriou roet d’eze gant Herri IV dre Diel an Naoned, 1685. 79. Ar Vreiziz ne rejont van ebet a gement-se. Ne oe graet droug ebet d’ar Brotestanted e Breiz. 80. Er mare-man e teuas da zouari e Breiz eun distaoladen Iverzoniz. Ar re-man a oa mignoned da Jakez II, roue didronet a Vro-Zaoz. 81. E Gerveur hag e Bro-Dreger, e tu Plouha, o deus lezet tud eus o lignez. Ar re-man n’int ket dishenvel diouz ar Vreiziz all.

13. Penôz e vez dalc’het d’ar ger. — 82. Ker Zant-Malo, pa oe diskaret he Republik, a ’n em roas d’ar roue Herri IV er bloaz 1598. 83. Ar ger-man he deus graet kalz a enor da Vreiz ha da Vro-C’hall. 84. An nep en deus graet eun tam studi uhel en deus klevet komz eus ar roman Regulus. Heman, evit delc’hel d’ar ger a enor, a zistroas da ’n em lakaat etre daouarn enebourien e vro. 85. Eun den a Zant-Malo a reas evelse er bloaz 1665. Porson-Barbinais oa eur reder-mor, doujet gant enebourien ar Franz. 86. Koueza a reas etre daouarn Morianed Dey Alje. Ar prinz mahometad-man a gasas Porson-Barbinais da Loeiz XIV, evel kannad, da displega dirazan eur