Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/94

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 90 -

zet, e parrez Ploemeur, evit gallout digemer listri kompagnunez an Indez.

15. Pontkallek ha tudjentil Breiz en em zav enep gouarnamant ar Merour. — 99. Loeiz XIV a varvas er bloaz 1715. E niz Philippe d’Orlêans a oe karget da c’houarni ar Rouantelez, rak ar roue yaouank Loeiz XV ne oa nemet pemp bloaz. 100. Fulup a gasas da Vreiz, evel gouarnour , ar « Marechal de Montesquieu ». 101. Heman, rok hag uhel, a enebas raktal ouz ar Vreiziz. Fellout a re d’ezan lezenni hep selaou ar Breujou, en despet da Emgleo 1532. 102. Eun nebeut tudjentil eus ar re muia karet gant ar bobl, a ’n em glevas evit diskar an tirant hag evit difenn gwiriou Breiz. 103. Selaou a rejont, evit o gwalleur, kannadour ar Spagn e Paris, hanvet « Cellamare ». Heman en devoa c’hoant da lakaat e vestr Fulup V, roue ar Spagnoled, war dron ar Franz, hag evit se e c’houlenne skoazel ar Vreiziz. 104. Kement-se a gollas aneze, rak diskleriet e oent. 105. Markiz Pontkallek, Montlouis, Talhouet ha Kouedik a oe barnet en Naoned ha dibennet war dachen ar Bouffay, er ger-man, ar 26 a viz meurz 1720.

16. Ar Marechal « d’Estrée » a wella an traou. — 106. An darvoud gwalleurus-man a lezas frouez mad, rak ar Fransizien a zonjas e oa ar Vreiziz gouest da rei o buez evit gwiriou o bro. 107. « D’Estrée» a oe laket elec’h Montesquieu evel gouarnour. 108. Daskori a reas o madou da gerent an dudjentil dibennet.

109. Er bloaz 1720, eul loden vras a ger Roazon