Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/95

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 91 -

a oe distrujet gant an tan-gwall. 110. Adsavet a nevez, ar ger-man a zo breman unan eus ar re gaera ; hogen ne gaver ken ennl tier koz a dalvoudegez da rei testeni eus an amzer dremenet.

17. Al Lez-Varn-Uhel enep da waskadurez ar Roue. — 111. An « Duc d’Aiguillon », ar gouarnour, en devoa gwasket ar Breujou beteg o lakaat da voti tailhou nevez. 112. Er bloaz 1764, al Lez-Varn-Uhel a zougas he c’hlemmou d’ar roue. 113. Giziou koz ar C’helted a zifenne ouz ar Bobl senti ouz ar Brenin, pa zeuje heman d’hen gwaska. 114. Al Lez-Varn-Uhel a skrignas kement he dent ken ma renkas ar roue Loeiz XV souza. 115. Dastum a reas ar Breujou en Naoned hag ec’h embannas ne oa ket da zellout ouz an urziou bet roet gant ar gouarnour. 116. Ne oa ket awalc’h. Ar Breujou ne fellas ket d’eze plega na kalz na nebeut. 117. An Diel a-beurz ar roue, bet staget ouz mogeriou Roazon, a oe freuzet. 118. Ar Varnerien-Uhel a zilezas o c’harg. Reiz ebet ken ne oe rentet e Breiz.

119. Karadeuk de la Chalotais, prokurer bras, hag e vab, forz d’eze da veza tud ar roue, a droas a du gant ar Vreiziz. 120. Harzet e oent a gevred gant barnerien all ha boutet e kastel an Taro, e-kichen Montroulez. Ac’hane La Chalotais a oe kaset da Gastell Sant-Malo hag ac’hano d’ar « Bastille », e Pariz.

121 . An duc d’Aiguillon a zeuas hepdale da veza Ministr Loeiz XV. 122. Diskar a reas holl Lez-varniou-Uhel ar Rouantelez hag e lakaas en o