Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/96

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 92 -

lec’h, Kuzuilhou ar Reiz hanvet Lezvarniou Maupeou. Maupeou a oa ministr ar Reiz. 123. Pa zavas Loeiz XVI war an tron, er bloaz 1774, o welet ar Bobl ken troet fall evit Lezvarniou Maupeou, ec’h adsavas al Lezvarniou-Uhel.

Breiz en em zifenn dindan Loeiz XVI. — 124. Lez-Varn-Uhel Breiz a oa karet gant ar Vreiziz. 125. La Chalotais hag e genvreudeur a oe digemeret mat e Roazon. 126. Hogen ne oa ket hepken an Noblans hag al Lez-Varn-UheL a oa breman dirak ar Rouelez e Breiz ; ar Bobl a arrue d’e dro. 127. Tabut a zave dalc’hmad e Roazon hag en Naoned. Er bloaz 1783 an eost a oe fall hag er bloaz 1784 ar goanv a oe kri. Ar bobl a varve gant an naon. Ar gwad a rede a dreuz ker Roazon. 128. Ar vourc’hizien a c’hoantae breman teurel an holl zammou war ar bobl. Heman ne fellas ket d’ezan beza mouget dindan ar bec’h. Pa zavas e gein e kemeras eur c’hlaouen dan en e zorn kleiz hag eur grennen en e zorn deo. 129. Ar Rouelez, gant aon rak an Dispac’h, a zigoras d’ezi frank an hent. Ar roue a roas e c’her da zigeri e Pariz Breujou Bras an holl Rannvroiou evit reiza stad ar Vro. 130. Er bloaz 1788 gouarnamant ar Roue a c’hoantaas adarre lezenni enep da wiriou Breiz. Roazon en em zavas. 131. An noblans a gasas d’ar Roue daouzek kannad. Ar re-man oe taolet er Bastilh. 132. Daouzek kuzuilher eus al Lez-Varn-Uhel kaset d’o zro, a oe harzet war o hent. 133. Eun daerved kannaden, en he fenn Eskop Dol, n’he