Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/99

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 95 -

dre-oll brud Breiz ha Bro-C’hall, o trec’hi war ar Zaozon pe o c’honid broiou nevez. 152. Kont Plelo a viras e vrud vad da Loeiz XV o vont da zikour tad-kaer heman, roue ar Bologn, dilezet gant ar Fransizien. 153. Breiz a gemeras eul loden gaer e Brezel Distagidigez an Amerik. Laouen e oa ar Vreiziz o vont da gas d’eur vroad-all ar frankiziou ken karet gante o-unan.

21. Ijinou-kaer ha Lennegez Breiz. — 154. Aboue ma oa bet staget ouz Bro-C’hall bete 1789, Breiz, en tu-hont d’he mordeidi, he devoa savet kalz a vugale-all brudet-kaer. 155. Kizellerien evel Mikael Kolomb, kizellet gantan bez an Duk Fransez II, e Naoned, hep komz a gement a gizellerien all, labouret gante ar c’halvariou hag an ilizou dispar a zo evel hadet ken stank dre Vreiz. 156. Tud fur evel « Descartes », unan eus mestrou ar filozofiez. 157. Hanezourien evel D’Argentré ha Déric. 158. Buezourion ar Zent evel Albert ar Bras, a Vontroulez, ha Dom Lobineau. 159. An tad kapusin, Gregor a Rostren, a labouras dreist-oll war ar yez vrezonek ; skriva a reas eur yezadur hag eur geriadur brezonek. 159. Ar Brigant, a Bontreo, ha Malo Korret, leshanvet « La Tour d’Auvergne », a reas ar gwella labour evit kaeraat yez o bro. 161. Eur Gwenedour hanvet « Le Sage » a skrivas danevellou brudet o galleg. E levrlou, « Jil Blas » hag an « Diaoul Kam » o deus miret e hano diouz an Ankouez ha savet uhel lennegez Bro-C’hall.