Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/10

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

x
A-RAOK LENN

dri marvaill stag-oc’h-stag enn unan, dre ma karont rei tro d’ho marvaillou ; re all a zistag aliez ar pez ne gavont ket a ve brao er marvaillou, evit ho fenselia gant traou all kaeroc’h, war ho mennoz.

Ar gallek a zo bet lakeat ama dirak ar brezounek. Ar gallek-ze, klevit, a zo gweach eil-geriet, kouls lavaret, oc’h ar brezounek, evil dont, pa vez red, da skei ann tosta, ma’z eo bet gallet, d’ar brezou­nek. Eur seurt labour hen-nez hag a vezo marteze kavet mad, a gav d’e-omp.

Ar marvaillou brezounek-ma a zo e iez Leon, ha skrivet hervez doare skriva ann aotrou Ar Gonidek. Ann doare skriva-ze a zo heuliet a bell zo, ha brema muioc’h eget biskoaz, gant ann darn vrasa euz ar skrivagnerien brezounek.

E-touez ar marvaillou evelato, ez euz eur mar­vaill, unan hep-mui-ken, hag a lamm eunn draik dreist ann doare skriva-ze ; du-ze pelloc’hik e vezo gwelet perak.


————