tamm beteg antronoz. Evelato Iann a zihunaz eunn draik abarz tarz ann deiz hag a ieaz da gaout ar roue. — Ac’hanta, roue, eme-z-han, setu me ama ; petra a zo da ober ? — Nebeud a dra : deuz gan-en. Hag ar roue Fortunatus ha kas Iann enn eur vagazenn vraz leun a c’hreun touesiet mesk-e-mesk. — Sad’ ama da labour, paotr ; ar greun-man a rank beza didouesiet euz ann eil heol d’egile. Iann pa wel petra zo, a lavar out-han he unan : — Hou-man zo eur gudenn d’in-me da zifuilla ! — N’euz forz, eme-z-han d’ar roue Fortunatus, ma n’hoc’h euz nemet labouriou er c’hiz-ze da rei d’in-me, ne vezo ket diez d’in kaout ho merc’h. — Hag ar roue kuit enn eur c’hoarzin, ha Iann hag en em astenn a stok he gorf war eur bern drazed da gousket.
Deut mare kresteiz, Iann a ioa mik atao hag a roche evel eur moroc’h, pa zeuaz ar plac’h da zigas he lein d’ezhan ; rankout mad e oe d’ezhan dihuna. — Mar d-eo evel-se e labourez-te, eme-z-hi, ne vezo ket pell ar stal gan-ez ama ; diwall oc’h da groc’henn, mar kerez ; dont a raio ann noz war-n-oud ha ne vezo great netra. — Digas va lein d’in, eme Iann, ha lez da stolok brema, ne ket te a zamanto emichans. Ha Iann ha dibri he lein, fumi eur c’hornad butun ha dao adarre war he livenn [1] da gousket.
Tost oa ann heol da guzet, pa zihunaz : — Asa evelato,
eme-z-han, pred eo ober eunn dra-bennag,
- ↑ Livenn ar c’hein, échine du dos.