Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/106

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

94
AR MARVAILLER BREZOUNEK

a gredann, gant aoun na venn gwasoc’h. — Roue ar merienn, eme Iann, te as poa lavaret d’in ez pije dizammet ae’hanoun euz va foan, m’am bije. Deuz ’ta, te ha da vandenn ; deuz affo da renka ar greun-man pep-hini enn he vern, evel ma’z euz lavaret d’in. — Hag ar merienn, o tont dioc’h-tu euz a bep korn, a zastum ar greun buhanoc’h evit ma lavarann d’e-hoc’h. Kement a ioa anezho, ma choumaz unan da zellet oc’h Iann drouk enn-hi, o veza n’e doa kavet greunenn e-bed da zougen ; eat oant holl gant ar re all.

Great al labour, ar roue Fortunatus en em gav da guz-heol, hag o welet ez oa deut Iann a benn euz he daol, e skrabe he benn hep kaout debron. Iann a-vad a ioa laouen ha fouge enn-han. — Ac’hanta, roue, koan a vezo emichans ! — Ia, ia, eme ar roue, deuz, rak naoun a dleez da gaout. — Eunn nez-damant ; gwasoc’h labour am euz great, ne d-eo nemet eur belbiach hoc’h euz roet d’in.

Iann a zebr neuze he goan, a ev eur banne hag a gousk divorfil. — Brao ! Antronoz vintin ar paotr a ia seder da gaout ar roue Fortunatus hag a lavar : — Petra zo c’hoaz da ober dre ama, livirit ? Arabad eo d’e-hoc’h lezel ac’hanoun da c’hoari, evel deac’h. — Nann, nann, eme ar roue, ne c’hoarie ket ; deuz gan-en. Hag ar roue Fortunatus ha kas Iann e-c’harz eul lenn vraz ; evel eur mor oa al lenn-ze. Setu petra zo da ober, eme ar roue : teurel ann dour euz al lenn-man aze, enn tu all, gant ar skudell-man, ha lakaat dioc’h eunn tu ar pesked a zo mad da zibri, hag ar re vihan a lezi da veva dioc’h eunn tu all. Labour brema ac’han