Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/108

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

96
AR MARVAILLER BREZOUNEK

da noz pe evel a giri, rak da guz-heol e ranko beza great ar pez a lavarann d’id. — Ne vezo ket red d’in c’houezi, eme Iann : It atao, roue, kaer ho pezo, ho merc’h a vezo d’in, pa lavarann.

Ar roue war gement-man a ia kuit ac’hano ha Iann a grog enn he skudell. — Pet diaoul ! eme­-z-han o trei hag o tristrei he skudell a ioa eur grogenn vrennik toull. Ia, e feiz, eme-z-han, sad’ ama eur benvek da labourat ! N’euz forz, great e vezo al labour, p’am bezo amzer e-verr a-raok kuz-heol. Ha Iann ha gourvez eno dindan eur we­zenn fao da ober eur vorenn bete lein. Ar plac’h a zeu da zigas he bred d’ezhan, ha Iann a oe red he zihuna adarre. — Sad’ ama eunn oristal a-vad, eme ar plac’h ; ne ra nemet dibri boed ha kousket peb eil, hag evelato e vez great he labour e poent hag enn amzer ; red eo ma ve eur sorser ha n’ema ket he-unan. — Daoust ha piou a ve ama nemed­-oun-me, eme Iann ? Tavit ho kenou, me ho ped, va flac’hik-me, rak ha pa na rafenn-me foultr vad, petra ra ze d’e-hoc’h ? Iann neuze a zebr he lein, a fum he gornad butun hag en em laka da gousket koulz ha biskoaz.

Dihuna a reaz war-dro eunn heur a-raok kuz­ heol. — Asa, eme-z-han, kaout a ra d’in eo divezad anezhi ; red eo obet eunn dra-bennag. Hag hen ha gervel d’he gaout roue ar gwazi, ha lavaret d’ezhan diwar-benn petra oa. — Pa oe deut ar vandenn, ar gwazi a lavaraz da Iann : — Ne vezo ket pell ann abadenn, ma n’euz nemet dizec’ha al lenn-ze. Hag ar gwazi ha mont ha dizec’ha al lenn gant peb a vekad dour, kement a ioa anezho.