Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

100
AR MARVAILLER BREZOUNEK

nenn roue al loened hag e c’halvaz anezhan. — He-man en em gav diwar herr : — Petra zo, Iann eme-z-han ? — Ar c’hoat-man da ziskar, da faou­ta, da fagodi, da vernia. — N’euz ken, eme roue al loened. — Nann, eme Iann, goude ec’h ehani. — Neuze ne vezo ket hirr ar pennad labour, eme roue al loened, rak ema great brema ha great mad. — Gwell a ze, eme Iann, hag ho trugare­kaat.

Ann heol a ioa o vont da guzet, p’en em gav ar roue Fortunatus enn eur skrabat he benn, evel pa vije bet o ranvat lin. — Foutouillenn, ne dalv ket d’in, eme-z-han, klask c’hoari ouz-id, kaoc’h ounn gan-ez, mestr ann dud oud, va faotr, ha birviken n’em bije kredet e vije bet eunn den evit ober traou ker burzuduz. Eur maout oud, a lavarann d’id, ha gounezet ec’h euz va merc’h, n’ounn mui evit miret ouz-id da gas anezhi gan-ez d’as pro.

Iann laouen, a c’hellit kredi, o klevet ar roue Fortunatus, a zebraz evel daou, a evaz evel c’hou­eac’h hag a gouskaz evel eur varrikenn. Pa zavaz antronoz, ann heol a ioa huel. Merc’h ar roue For­tunatus a ia neuze d’he gaout hag a lavar d’ez­han : — Red mad eo d’in, eme-z-hi, kuitaat va zad evit mont gan-e-hoc’h da gaout roue Breiz, en deuz va goulennet da bried. Evelato, abarz m’en devezo ac’hanoun-me e vezo souezet, rag arabad eo kredi ne gavinn-me ket labour d’ezhan da ober, ha d’he dud ivez.

Iann hag he brinsez a ieaz ac’hano neuze war-zu Breiz, e pe leac’h ec’h en em gavchont abred. Digemeret mad e oent, rag er vro-ze a-viskoaz