Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/118

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

106
AR MARVAILLER BREZOUNEK

pevar leon braz a zo dindan kastell ar brinsez a rank beza lazet, mar d-oc’h evit-ho, eme Iann.­ — Mar d-omp evit-ho, eme roue al loened, bremaik e welot, ne vezo ket pell ann abadenn.

Sada neuze dioc’h-tu eur brezel hag eur freuz digounnar o tigeri gant ar baotred vrao-man ; ficha a rea gant-ho ar bleo hag ar c’hik ma’z oa eunn drugar, hag eunn trouz oc’h-penn ma krene gant-ho ar vro tro-war-dro. Sada lazet unan euz a leoned ar c’hastell ; frigas a zo gwasoc’h c’hoaz, daou leon all a zo blonset, koueza ha mervel a reont ; brema n’euz mui nemet unan. Ne oe ket hirr he abadenn, ha ne c’hellaz herzel pell oc’h ar re all.

Pa oe lazet ar pevar leon, e oe sachet war ar c’hastell diwar bouez ar peder chadenn aour hag ez eaz etrezek ar mor ha choum eno war ann dour, kompez evel eul lestr. Ma oe staget neuze gant ar peder chadenn oc’h diadre lestr Iann a dennaz anezhan d’he heul, ker brao ha tra. Ann avel neuze o tont da c’houeza mad d’ho c’has d’ar gear, ec’h en em gavchont abretoc’h evit na oant gortozet.

Roue Breiz, o veza ma veze bemdez enn he bre­nestr o sellet hag hen a welche Iann o tont, a welaz da genta al lestr hag ar c’hastell war he lerc’h ; diredet a eure da lavaret d’ar brinsez. — Deut da welet, eme ar roue, sellit, gwelet a rit a-hont ho kastell kaer ; ema o tont a-hont enn tu all da enez Benniget. Dent ’ta buhan da welet hag e welot ez eo gwir a lavarann. Hou-man ne grede ket, ha pa welaz e lavaraz : — Gwir eo, eme-z-hi,