loc’h e ve, a gav d’in, lakaat ober alc’houesiou nevez, alc’houesiou aour evel ar re all ha kouls hag hi, pa c’hellot gant-ho serra ha prenna dorojou ho kastell. — Me n’em euz ezomm e-bed euz a alc’houesiou all, va alc’houesiou-me eo a fell d’in ha bez’ em bezo anezho, pe ni welo. Ma ne fell ket d’e-hoc’h, n’hoc’h euz nemet lavaret ha leuskel ac’hanoun da zistrei da di va zad. — Oto ! oto ! eme ar roue, hoc’h alc’houesiou ho pefe digan-en, ma venn evit rei anezho d’e-hoc’h ; ne gav ket d’in e c’hallfenn, gwasa zo ! rak n’euz den em rouantelez hag a ve evit ho c’haout hag ho digas d’in euz a weled ar mor. — Ha n’hoc’h euz ket aze Iann, eme-z-hi neuze, gwest a-walc’h eo d’ho c’haout, emichans, p’en deuz digaset ac’hanoun-me ama ha va c’hastell ivez ; n’euz nemet-han a gement a ve evit ober ar pez a lavarann, hag ober a raio, pe birviken me ne zimezinn gan-e-hoc’h : grit brema evel a gerrot, eur weach evit-mad.
Great e vezo, eme ar roue, ha dioc’h-tu ha kemenn Iann da zont d’he gaout. — Eunn dra-bennag a nevez a zo adarre, eme-z-han, ha n’em bezo peoc’h nag ehan e-bed evit doare, ken na vezinn maro ; deomp da welet, pa’z eo red. Ha Iann ha mont hag ar roue ha lavaret d’ezhan : — Ama, paotr, ez euz eur c’hoari all ; kalz a droiou ac’h euz great beteg-hen, hag ann dro-man ne vezo ket ar vihana ; ann diveza e vezo, a gredann, a-vad. Setu petra zo. Digaset ec’h euz ama kastell merc’h