Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/128

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

116
AR MARVAILLER BREZOUNEK

enn eur gestad. Lavaret a ra d’ezho : — Tostait ama ann eil goude egile, ma welinn piou oc’h. Hag hi ha dont, hag ar roue, o sellet piz, a welaz n’edo ket ar miner enn ho zouez. — E pe leac’h eo choumet ann treineller fall-ze adarre, eme ar roue ? Hen-nez ne d-eo morse evit en em gaout gant ar re all, pa vez ezomm.— Ema hen o tont, eme unan euz ar pesked, eunn difred zo war he gorf[1], evel pa ve o sacha eur pez karrek war he lerc’h. — Asa, eme ar roue, petra eo d’id beza ken divezad o tont, lochore braz ma’z oud ! — E feiz, eme ar miner, me a ioa o sevel va lojeiz, hag evit ober va labour, e rankenn klask danvez ; sammet ounn c’hoaz, evel a welit, gant ar pez am euz kavet evit ober va c’hastell evel ma’z eo dleet. — Ha petra eo ann dra-ze ac’h euz kavet, eme ar roue d’ezhan ? — N’ounn dare, eme ar miner, gwelit hoc’h-unan. — Ar roue, pa zellaz out-han, a welaz ez oa ann alc’houesiou a glaske Iann anezho oant. — Sell, eme roue ar pesked da Iann, sad’ ama ann alc’houesiou a c’houlennez, m’oar-vad ; kemer anez­ho pa ec’h euz ezomm. Arabad eo dont hiviziken a-vad da ober poan e-bed d’e-omp, rak ni ne reomp gaou oc’h den hag a lez ann dud war ann douar, ha ne c’houlennomp digant-ho nemet ma lezint

ac’hanomp ivez er mor, da veva ha da vervel. —

  1. Difreta, détirer, faire allonger.