Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/14

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



AR


MARVAILLER


BREZOUNEK


————


LABOUS AR WIRIONEZ


————


A-raok staga gant-hi. — Asa, va zud, eme ann ozac’h, ien eo ann amzer hirio ha n’eo ket ebad beza er-meaz. Ma vemp holl eta ama dirak eur c’horadenn vad a dan, ne ve ket drouk d’e-omp, a gav d’in, klevet marvaillou kaer hed ann noz — Gwir a livirit enn taol-man a-vad, eme ar c’hrek ; sada tud ama, leiz ann ti anezho, ha ne badfent ket da zelaou marvaillou kaer ar vro ma krenfent gant ar riou ; rak ne ket a-walc’h komzou, red eo oc’h-penn e ve pep-hini enn he eaz ha war he du.

Neuze ez eaz dioc’h-tu ann ozac’h da gerc’hat eur c’hrisienn zero tennet, kant vloaz a ioa, euz a Goat ann Noz. Kement oa ha kef Nedelek ha leiz ar siminal a ioa anezhi. Dre ma kroge ann