Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/144

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

132
AR MARVAILLER BREZOUNEK


IANN HE VAZ HOUARN



————


Iann he vaz houarn a ioa map eunn inkarder euz a Ger-Savater. E-pad tri bloaz hanter e oe maget gant he vamm, ha pa veze eat hou-ma da walc’hi he dillad, pe d’ar fourn da boazat, Iannik a zave euz he wele hag a rede da glask anezhi, enn eur wela, evel eul leue war-lerc’h he vamm.

Eunn dervez e oa eat Biganna d’ober kouez ; da wener oa ann dra-man, siouaz ! ha Iannik ar Pennok, evel a rea anezhan ann amezeien, ha mont da gaout ar poull-kanna, herr enn-han. Pa en em gavaz eno : — Mamm, bronn d’in, eme ar skil-baotr, ken teo he zivesker hag he ziou-vreac’h ha postou eur gwele kloz, ha ker braz he benn hag eur girin da lakaat dienn. — M’ho kaso du-ze,