Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/148

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

136
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ieaz d’he gaout ha souba anezhan el lenn, o rei pensadou d’ezhan, ken na c’houlennfe dour da eva. — List ac’hanoun da vont kuit, eme-z-han. — Lavar na zeni mui eta birviken. — Biken ne zeninn mui, eme Iann ; hag hen kuit gant he skaon, kel lostok hag eul louarn paket gant eur iar.

Abaoue, Iann ne garaz ket gwelet ober kouez da wener. Biganna e devoe eunn toullad mez ; n’e devoe ket a geuz a-vad, dre ma krede e oa penn-kaos d’he mabik keaz da veza oc’h-penn ann hanter krevoc’h evit ar vugale all euz he oad. Ha krevoc’h e oa evit gwir, rak Iann Ker-Savater, hag hen c’hoaz iaouankik-flamm, a veze o c’hourenn ouz ar baotred iaouank hag o tougen ar baniell, da zul, e-tro ar vered. N’oa nemet eur pevarzek vloaz-bennag pa’z eaz d’al leur nevez da Gerne ; hag ac’hano e teuaz gant-han maout ar c’hourennadek.

Eunn dervez, Iann a ieaz euz ar gear hag a oe kollet e koat ar Ruskek, e-kichennik Sant­-Herbot, pa edo o tistrei d’ar gear. O veza n’en em gave ket diwar eur mare, ann holl a gredaz ez oa bet plaouiet gant eur bleiz pe eur penn-moc’h gouez-bennag, ha great kaon d’ezhan. Darn a lavare koulskoude : — Piou ar bleiz, a gav d’e­-hoc’h, hag a garfe tostaat oc’h Iann ; he hano a zo ken anavezet, ma ve a-walc’h evit lakaat holl bleizi menez Are da redek, evel pa ve eunn diaoul war ho lerc’h, pe eur skod tan dindan ho lost. —