Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/156

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

144
AR MARVAILLER BREZOUNEK

eme-z-han, ma teuit-hu ha ma’z it-hu evel-se ? — C’houi a zo kouls goaz ha ni, war a welann, eme Iann he vaz houarn ; ni zo o redek bro, ha mar c’hoantait e teuot ivez gan-e-omp ? — Mont a-walc’h a rinn, eme baotr ann donell, rak biskoaz ne gleviz hano a dud par d’e-hoc’h-hu, na tost. — Hag hi enn hent ho zri, evel tri gamarad, eur jolori hag eur marvaillou gant-ho ; eunn ebad oa ho c’hlevet hag ho gwelet.

Digouezout a rejont e-tal eur feunteun, hag hi da eva dour ann eil goude egile. Iann a ioa war­-lerc’h, ha pa’z edo o sevel enn he za evit mont da baka ann daou all, e welaz eur c’hrac’hik koz-koz evel ann douar, o tont enn eul lamm euz a douez ar beler, hag o lavaret d’ezhan e pleg e skouarn : — Laka evez, va mabik keaz, rak aze, e-kreiz ar c’hoat, ez euz tri jeant braz ha krevoc’h evit Samson gwechall, hag a zo e servich eur roufl koz a zo o choum eun eur c’hastell-kre, kant goured dindan ann douar. He-ma a glev c’houez ar c’hristen teir leo round diouz he vaner, ha p’en deuz naoun e kas he jeanted da baka tud d’ezhan da zibri. Tri gi braz a zo ivez noz-deiz o tiwall ar c’hastell. Te a vezo paket da genta, ma ne lakez ket evez, rak da zaou gamarad n’int ket badezet, hag ar roufl ne glevo ket buhan ar c’houez euz ar re-ze.

Setu ama, va mabik, ann aour-ieotenn dastumet oc’h sklerijenn al loar, d’ar c’houec’hved dervez, hag a rento servich vad d’id. N’as pezo nemet