Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

4
AR MARVAILLER BREZOUNEK

tan er c’hrisienn, e teue tomder enn ezel ann dud dastumet eno evel eur c’helc’h braz enn­-dro d’ann oaled. Enn ho zouez edo ar Marvailler braz, lekeat gant ann ozac’h da azeza war he skabell.

— Brema, eme ar goazed hag ar merc’hed, eo staga gant-hi.

Goude c’houeza he fri ha pasaat da skarza he c’houzouk, ha lakaat he vorzed deou war he vorzed kleiz, ar Marvailler helavar enn eur ober sin ar groaz : — Va zud vad, eme-z-han, mont a rit da gle­vet hirio komz diwar-benn Labous ar wirionez. Piou ac’hanoc’h en deuz klevet ar marvaill-man c’hoaz ? — Den e-bed, eme unan. — Eunn dra gaer e ve, eme eunn all, klevet falla gaouiad a zo er vro (nemet me e ve) o vont da brezeg d’e-omp, evel ann aotrou persoun er gador, diwar-benn ar wirionez ! — Daoust ha perak ne rafe ket, eme ar Marvailler ? Ha ne vez ket kenteliet mad aliez ar re fur gant ar re ziskiant ? Ha nemet ez afe e-biou d’as fri-te, teod kaer ma’z oud, ar wirionez ne d-a morse da goll ; diwana ra e pep bro, ha kaer a vez klask ann dro da guzet ha da vouga anezhi, atao e sav war c’horre ann dour hag e teu da vad. Selaouit gan-en, ann dra-man a vezo gwelet divezatoc’h, gant ma tigorot mad, va zud, ho tiskouarn.

Arabad eo a-vad e ve grik e-bed, rak eur c’halz ac’hanomp a zo evel eur belek er gador ; pa choum he-man da zellet oc’h unan-bennag e leac’h der-