Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/164

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

152
AR MARVAILLER BREZOUNEK

riou, hag a furche kement prenestr a gave war he hent, enn eur lavaret : — Tud zo aze ?

P’oe digwezet enn eur fos doun a ioa, e lekeaz he fri enn eunn toullik bihan a ioa eno, hag e lavaraz adarre : — Tud zo aze ? — Ia, va den mad, eme eur vouezik tano ha displet evel mouez eur bugel, hag a zeue dre zindan ann douar.­ — Petra rit-hu aze ? ha piou oc’h-hu ? eme Iann. — Me a zo merc’h roue ann Hiberni, eme ar brinsez iaouank. — Ha c’houi, eme-z-hi, pe zen pe eal oc’h-hu ? — Me a vez great Iann he vaz houarn ac’hanoun, hag a zo map eunn inkarder euz a Ger-Savater, e Breiz-Izel, hag a rento servich vad d’e-hoc’h, mar gellann ; fisians am euz da zont a-benn d’ho tenna euz ann toull daonet-ze. — Doue r’ho kennerzo, kaloun vad a zen ! va eal mad eo ho tigas ama, rak va zad-koz a ioa ivez euz a Vreiz-lzel, ha biskoaz den ne d-eo deut beteg ama, nemet ar re a vez paket, evel-d-oun-me, evit beza lounket gant ar roufl koz hag he chas kounnaret. — Kenavezo ar c’henta m’hellinn ! eme Iann, ha pedit Doue hag ar Werc’hez Vari d’am diwall, hag hirio pe warc’hoaz me a zigaso kelou mad d’e-hoc’h.

Endra edo Iann o tec’het kuit, e klevaz ar brinsez o lavaret : — Hon Tad ao enn env, hor mirit dioc’h drouk ! Santez Mari, pedit evid-omp brema ! Eal Doue, kendalc’hit bepred da deurel evez ac’hanoun ! — Evel-se bezet great, eme Iann o tec’het sioul-sibouroun evel eul laer ; hag he