Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/186

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

174
AR MARVAILLER BREZOUNEK

sier petra ioa a nevez dre eno, ma’z oa kel Jaouen ann holl. — Petra, va den mad, eme ar porsier, c’houi rank beza a bell ac’han, pa ne ouzoc’h ket eo distroet merc’h ar roue a grede ann holl a ioa maro pell a ioa ? — Ha dimezet eo ivez ? eme Iann. — O ! ne d-eo ket c’hoaz ; evelato m’oar-vad, unan euz ann deisiou-ma e vezo eureujet d’ar jeant en deuz digaset anezhi hep drouk e-bed d’he zad. N’euz ken kaoz dre ama, enn-dro d’ar palez hag e kear ivez, nemet euz ann dra-ze.

— Me garfe lavaret eur ger ouz ar brinsez, eme Iann, pe dihana kas kelou d’ezhi emounn ama, ma ve ho madelez. — Feiz eo, eme ar porsier, labour gedal ho pezo, m’oar-vad, rak ann holl brinsed hag ann holl dudchentil vraz euz ar vro a zired d’ar palez, dre ma klevont ar c’helou, pe dre zoujans, pe gant fisians da zimezi d’ar brinsez iaouank. — Daoust pegen dister ounn, eme Iann, ma oufe ar brinsez emounn-me ama, ne zalefe ket da zigas d’in euz he c’helou, ha da lavaret d’in petra am euz da ober, rak en em anaout mad a reomp. — Chetu aze gwella den a zebr bara dre ama ; pedit-hen da ober ho kefridi. Den ne oufe ober gwelloc’h evit-han.

— Demateoc’h, aotrou, eme Iann, m’ho pe ar vadelez d’am zelaou, me lavarfe eur gerik pe zaou d’e-hoc’h. — Ia da, paour keaz den, komzit hep aoun e-bed, evit beza n’em euz ket amzer da zale. — Me garfe, eme Iann, gwelet ar brinsez ha prezek out-hi. C’houi a wel ar vaz-ma ? Lakit ho tourn