Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

176
AR MARVAILLER BREZOUNEK

out-hi da welet petra eo. aotrou, mar plij gan­ e-hoc’h. — Houarn eo, em euz aoun, eme ann aotrou-ze. — Mad ! m’ho pe ar vadelez da lavaret da verc’h ar roue ema Iann he vaz houarn e-tal ann or-borz, e rafac’h kalz a vad d’in-me ha d’ar brinsez ivez, a gredann. — Ma ne d-euz ken d’ober, ho kefridi a vezo great. — Netra ken, eme Iann, ha bennoz Doue d’e-hoc’h, aotrou mad !

Hep dale oe gwelet eur bagad mevellou o tont a benn herr da glask Iann, hep sellet oc’h den all e-bed. Ha Iann gant-ho rak-tal d’ar palez. — Sellit, eme Iann d’ar porsier, me lakaio va bazik ama enn eur c’horn ; ne d-aio ket gant al laer a-vad, rak pounnerik eo hag a briz bihan. Dizale ho pezo euz va c’helou, hag e wezot piou ounn. — M’oar-vad brema n’hoc’h ket den dister. evel m’hoc’h euz doare. — Arc’hant ar butun a vezo da nebeuta digant ann den-ma, eme ar porsier, o frota he zaouarn.

Iann a oe kaset enn eur gampr, ha lekeat d’ez­han dillad unan euz ar brinsed kenta euz ann Hiberni, hag a oe kaset dirak ar roue hag he verc’h.

Kerkent ha ma welaz Iann, merc’h ar roue a lavaraz d’ezhan mont war-lerc’h he zad enn eur gampr all. — Iann geaz, eme ar brinsez, anken ha glac’har am boa em c’haloun, gant aoun na vijac’h ket erruet e poent er palez, rak ann holl a zo war c’hed da welet ac’hanoun o timezi d’ar jeant milliget-ze. Brema va c’haloun a zo barr a levenez.