Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/194

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

182
AR MARVAILLER BREZOUNEK

Dre-ze ’ta ec’h en em glevaz brao-braz ann daou goz-ma diwar-benn dimezi, ha tost e voa d’ar stal da veza great etre-z-ho, nemet ann dijentil a lavaraz ne zimezche ket a-enep he vugale. — Goulenn a rinn out-ho, eme-z-han, ha kredi a rann ne virint ket ouz-in.

War gement-ma, ez a ann dijentil-ma da gaout he deir verc’h da c’houlenn out-ho, ha da glevet petra a lavarchent war ann dra-ze. Ann teir verc’h-ma a reat Glodina, Anna ba Mari anezho. Da gaout Glodina, ar gosa, ez a ann dijentil da genta, ha lavaret a ra d’ezhi en deuz lakeat dimezi eur weach c’hoaz.

Ar verc’h dioc’h-tu a lavaraz d’he zad : — Ker koz ha ma’z oc’h, ha bugale d’e-hoc’h enn oad dimezi zo-ken, ne gav ket d’in e ve fur d’e-hoc’h tamm e-bed klask eil-zimezi. Daoust ha n’oc’h ket euruz evel ma’z oc’h brema, ma kav d’e-hoc’h e vec’h eurusoc’h gant eur c’hrek evit gant ho pugale ? Ma ve-ni a ve bugale fall c’hoaz, bugale digaloun evel a zo re brema, bugale n’ho deuz vad e-bed da ober d’ar vamm, d’ann tad ho deuz bet kalz a boan o sevel anezho, hag a lezfe anezho da gaout diouer euz a bep tra, evit mont da heul ann es­tren, ha rebech d’ezho ez int koz, pe galz a draou fall evel a glever brema ; ia neuze, eme C’hlodina, ne ve netra da lavaret, hag ho pefe eunn abek­-bennag da zimezi. Evit brema a-vad n’ho peuz

ket[1], rak ne c’heller ket lavaret e ve hini ac’ha-

  1. N’ho peuz ket, pour n’hoc’h euz ket. Voy. le nouveau dictionnaire 1869, au mot avoir.