Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/196

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

184
AR MARVAILLER BREZOUNEK

nomp-ni hon teir hevel oc’h ar vugale-ze a lavarenn bremaik.

— Gwir eo a leverez, eme ann tad, ha n’eo ket evit ann droa-ze eo em beuz-me sonjet kennebeud dimezi a nevez ; evit kreski ho mad d’e-hoc’h eo, rak gwezit er-vad, ann hini a gemerfenn e defe danvez keit ha me, ha dre-ze e vec’h eurusoc’h ha pinvidikoc’h eunn deiz da zont ; ha ne gredann ket ho pe ezomm da gaout aoun, rak enn oad ma’z omp hon daou, ne vezo dibaot a vugale.

— Ar pez a vezo a vezo, eme ar verc’h hena ; lava­ret em beuz d’e-hoc’h brema petra a zo em spered ha war va c’haloun, hag ann dra-ze ne raio netra e-bed, me a c’hoar [1] er-vad, nemet e kement-se e vije bet gwelloc’h, me zonj, beva evel a reomp gant ar pez hor beuz ; a-walc’h eo, ha kalz a zo ha n’ho deuz ket c’hoaz kement ha ni, na tost zo-ken, hag a zo euruz evel-kent. Ne dalv netra e-bed d’in lavaret ann traou-ze d’e-hoc’h, va zad ; lakeat eo enn ho penn, ha ne c’hellinn. ket miret ouz-hoc’h da zimezi, pa ho peuz c’hoant. — Ha ma rofenn d’id ar pez as pe c’hoant da gaout, eme ann tad, ne aotrefez ket kennebeud gan-en ? — Eo, eme-z-hi, mar karfac’h rei d’in eur c’hillek aour hag a ganfe ker kouls ha killek all e-bed. — Va merc’h, eme ann dijentil, nemet e vezo

kavet evit arc’hant, es pezo anezhan enn da lavar.

  1. Me a c’hoar, pour me a oar, je sais. Voy. le nouveau dictionnaire 1869, au mot Savoir.