Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

8
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ker kaer ha ker mad ha ma′z int huel dioc′h ann douar ; ann holl ne d-int ket evit tizout anezho.

Kavet e oe ann den a glaske ar roue anezhan ; kavet e oe, ha c′houi a gredfe, pell dioc′h kear, e-kichenn ar mor, enn eunn tiik soul. He-unan edo eno o choum, hag en em vaga a rea gant koz tammou grisiou louzou pe gant eur peskik bihan­-bennag a bake enn aod. Maga kaer he gorf ne rea ket ; he spered a-vad a rea founnuz noz-deiz gant he levriou, hag aliez e teue d′ezhan dizonjal dibri he voed, kement e kroge doun enn traou a lenne. Abarz nemeur ez eaz dre ar vro ar brud euz he wiziegez, hag a bep korn e teuet a voleadou da c′houlenn kelenn digant-han, o veza ma teue pep tro da vad ar pez a veze great dioc′h he lavar.

Ar roue eta o veza klevet hano anezhan, hag ivez ez oa gwir ar pez a ioa bet lavaret diwar he benn, a gemennaz d′ezhan dont d′al lez d′he gaout evit lakaat he vap etre he zaouarn.

E skol eur mestr ken desket, map ar roue a zeuaz da veza gwiziek e berr amzer ; hag e-pad ma oar a veac′h ar vugaleigou all lenn ha skriva, ar prins iaouank a wie eur garg traou, kouls la­varet.

A-benn nebeud bloaveziou goude, ez eaz map ar roue gant he vestr da ober eunn dro dre ar broiou bell da zeski penaoz e veve ann dud etre­-z-ho ha pe c′hisiou, pe lezennou a ioa gant-ho ; emichans ez oa ivez evit ma raje al lezennou gwella da dud he vro pa vije roue he-unan. Eur zonj all