euz anezhi ; klevet em beuz lavaret a-vad n’ema ket er vro-ma, ha n’eo ket lavaret ho pefe anezhi d’in hep kaout kalz a boan ; ha koulskoude e rankann he c’haout abarz ma timezoc’h[1].
Ann tad neuze a ia da gaout be vevellien, hag a lavar d’ezho starna he garronz, ba lakaat ebarz aour hag arc’hant leiz he valetenn, rak ezomm en devezo, a c’hoar er-vad. Brema e kimiad diouz he deir verc’h, ha mont da genta da Vro-C’hall euz ann eil gear d’eben. Mont a reaz, bale a eure, mont euz a Vro-C’hall d’ar Spagn, euz ar Spagn d’ann Itali, hag ac’hano ne c’houzounn da be vro ; ha tost e voa d’ezhan da veza great tro ar bed gant-han, p’en em gavaz enn eul lastez kearik vihan. Eno e klevaz tud o lavaret e voa er vro eunn den hag en devoa eur spered dispar ha dreist, eunn den a ijin hag, eme ann dud, ne voa bet biskoaz klevet en divije bet c’hoant da ober eunn dra, hep na vije bet deuet a-benn. Dre-ze, e c’hellit kredi, ne voa enn tu all d’ezhan nemet ann Aotrou Doue pe ann diaoul a vije. Pa glevaz hon dijentil koz kement-se, e lavaraz : — Sada kavet va goaz gan-en ; deomp d’he welet. Hag enn hent, ha da c’houlenn oc’h ann den-ze ha bez’ e vije evit ober d’ezhan
eur c’hillek aour hag eur iar arc’hant hag a ganje
- ↑ Timezoc’h, pour timezot, 2e pers. plur. du futur de Dimezi, se marier. Voy. le nouveau dictionnaire 1869, au mot Futur.