Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/202

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

190
AR MARVAILLER BREZOUNEK

hag a zozvje kouls ha ier all e-bed ! — Ia da, eme hen-nez, ober d’e-hoc’h a c’hellfenn ar pez a c’houlennit, nemet a-vad e vezo ker. — Ne c’hou­lennann ket pegement, gant ma vezo great.

Setu ma lavaraz ann den-ze e vije dister d’ez­han eiz dervez da ober he labour, hag a-benn ann amzer-ze, eme-z-han, deut ama, aotrou, hag ho pezo ho killek hag ho iar. He-ma ’ta a choumaz eno, a c’hortozaz eiz dervez, en devoe he gillek aour hag he iar arc’hant, hag a zistroaz ac’hano dioc’h-tu d’ar gear da zigas anezho d’he ziou verc’h.

Ar re-ma a voe laouen, a c’hellit kredi, hag ho zad laouenoc’h c’hoaz. Evelato ne voa ket echu, na tost zo-ken, he valeou gant-han, rak bez’ en devoa c’hoaz da gaout d’he verc’h iaouanka eunn delienn euz al lore a gan. Mont a ra euz ar gear, ha goude beza baleet e-pad pell amzer, goude beza eat d’ar fraostou donna zo-ken, ne gave d’en em vaga enn-ho nemet dour c’houero hag eur frouezenn drenk-bennag, ha nebeud c’hoaz anez­ho, e welaz eur c’hoat braz a zira-z-han. Mont a ra ebarz, ha goude troidellat a gleiz hag a zeou, e wel dira-z-han eul lochenn great gant skourrou gwez, ha goloet a zeliou.

Ne c’houfenn ket lavaret d’e-hoc’h ama abaoue pegeid amzer n’en devoa ann dijentil-ma gwelet den, hag e c’hellit kredi e voe euruz ha laouen pa welaz al lochenn, o kaout fisians e kavo ebarz unan-bennag hag a lakaio anezhan marteze war ann hent mad da vont da gaout al lore a gan. Ne voa