Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/204

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

192
AR MARVAILLER BREZOUNEK

tamm gaou ar pez a grede, rak kaout a eure el lo­chenn-ze eunn den koz, koz-meurbed, he vleo hag he varo d’ezhan gwenn-kann evel eunn duill lin ha keid, ken a stokent oc’h ann douar a bep tu.

— Va den mad, eme ann dijentil, hag ar vadelez ho pe-c’houi da lavaret d’in eunn dra-bennag diwar­-benn ar pez emaounn o klask dre ama ? — Ia vad, eme ann den koz, lavarit d’in neuze petra eo a glas­kit ? Me a c’hoar er-vad emaoc’h, pell zo enn hent, o klask d’ar iaouanka euz ho merc’hed hag ar fura ivez, eunn delienn euz al lore a gan. — Petra, eme ann dijentil, c’houi a anavez va merc’hed-me ive ’ta ? — Ho merc’hed a anavezann pell a zo, kouls ha kalz a draou all n’em beuz ket ezomm, da lava­ret d’e-hoc’h petra int ; re a labour em befe. Ar wezenn lore a glaskit, ha n’emaoc’h ket pell diout­-hi, rak n’ho peuz ket tregont kammed da ober evit mont d’he c’haout. Kit ’ta dre ar wenodenn a zo aze a zeou, ha goude e pignoc’h dre skalierou a gavoc’h ha, war-n-hed pemzek troatad hueloc’h, e weloc’h eunn ti a zo digor ann or war-n-han. Mont a reoc’h ebarz, ha goude ez eoc’h gant ann diri, oc’h kreac’h, hag e weloc’h eno eur gampr a zo ar gaera tra a c’hellfe lagad da welet ha spered den da zonjal. A-raok mont er gampr-ze a-vad, selaouit ha klevit mad ar gelenn am beuz da rei d’e-hoc’h.

Meur a hini all, enn ho raok, a zo bet o klask kaout al lore-ze a gan, ha dre n’en deuz sentet hini anezho ouz-in, ez int choumet hep distrei ;