he-unan, rak tostaat a rea ar mare d’ezhan, pa deuaz d’he gaout ar iaouanka euz he verc’hed. — Va zad, eme-z-hi, pell a zo emaounn,o teuler evez ouz-hoc’h, hag e welann abaoue ma’z oc’h distroet d’ar gear gant ann delienn lore am boa goulennet, ne d-euz mui hano a zimezi gan-e-hoc’h ; enn enep eo a c’hoarvez, ha bemdez e welann e teuit da veza treutoc’h-treuta ; n’euz ac’hanoc’h brema nemet spez eunn den, kouls lavaret. Mar ho peuz nec’h pe boan evit eunn dra pe eunn all-bennag, perak ne lavarit ket d’in, ha me ho tenno a boan, mar d-ounn evit ober.
— Ober a c’hellez, eme ann tad, a zisplegaz neuze d’ezhi penn-da-benn kement tra a voa bet c’hoarvezet gant-han. Pa en devoe peur-lavaret, he verc’h, merc’h a galoun vad mar boe biskoaz, a c’houlennaz out-han perak en devoa dalc’het keid all ann nec’h-ze war he galoun. — Petra am bije-me great, eme ann tad ? D’as tiou c’hoar em boa lavaret petra a voa en em gavet gan-en, hag hini e-bed anezho ne falvezaz d’ezhi mont, o lavaret e voa d’ann hini e devoa goulennet al loreenn a gan, mont da gaout al loen-ze.
— Mad a lavare va c’hoarezed, eme ar verc’h-ma, hag abek ho devoa ; mont a rinn, hag oc’h-penn zo, kredi a rann er-vad n’em bezo drouk e-bed, evit mont gant-han, pa lavar. Dre-ze n’em beuz nec’h e-bed gant kement-se, ha c’houi ivez, va zad, a dlefe beza ken dinec’h ha ma’z ounn-me e-kever ann dra-ze.