Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

10
AR MARVAILLER BREZOUNEK

en doa bet m′oar-vad ar roue o kas he vap d′ar rouantelesiou all ; evit lakaat anezhan da anaout ann hini a blijfe muia d′he galonn evit pried divezatoc′h, rak dont a rea enn oad dimezi.

Hogen kaer ho doe mestr ha skolaer mont ha dont, bale dre ama ha dre a-hont, e nep leac′h map ar roue ne gavaz botez d′he droad, na merc′h dioc′h he c′hoant. Distrei d′ar gear a reaz, hag evel a-raok mont kuit, ec′h en em lekeaz a-nevez da labourat gant he vestr.

Dre ho frezeg e tivizent bemdez ho daou diwar­-benn peoc′h ba brezel, diwar-benn furnez, spe­red ha kant tra all. A-wechou ivez, evit aveli he benn, ar prins iaouank a iea he-unan da ober eur bale e kear ha war ar meaz, o c′houlenn oc′h he­-man hag oc′h hen-hont petra reant, penaoz e ve­vent ha petra a gredent diwar-benn ar roue hag ar rouantelez.

Eunn dervez ma′z oa eat pelloc′h evit ma′z oa boaz, ec′h en em faziaz war he hent. Mont a reaz enn eunn ti zoul da c′houlenn dre be leac′h oa d′ezhan distrei e kear. Pa zigoraz ann or, e welaz eno azezet war ann oaled eunn den deut war ann oad, hag enn he gichenn eur verc′h koant c′houe­zek vloaz pe war-dro. Hou-man a lenne d′he zad enn eul leor koz-koz.

Map ar roue a zelaouaz anezhi eur pennad euz a lost ann ti hep lavaret ger, hag o veza tosteet ha goulennet he hent, e reaz eur zell oc′h ar plac′h iaouank a ioa kaer evel ann deiz, petra-bennag