Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/220

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

208
AR MARVAILLER BREZOUNEK


Sada neuze ann tad o vont kuit ac’hano, ann daelou leiz he zaoulagad ; ne dalie ket d’ezhan lenva hiviziken, great e voa ar stal.

En em gaout a ra er gear, ha goude displega d’he ziou verc’h kosa penaoz e voa bet digemeret gant al loen, ne voa ket ken drouk anezhan ha ma voa da welet, e lavaraz : — Sada me brema, va bugale, dizounet mad er weach-man dioc’h ar stultenn am boa bet da zimezi. Hiviziken n’ho peuz ezomm e-bed da gaout aoun e venn-me ken diot all ha ma voann enn amzer zo bet ; ho c’hoar iaouank e deuz pareet ac’hanoun dioc’h ar c’hlen­ved fall-ze.


————


EIL NOZVEZ


————


Lezomp brema ar re-ma er gear da ober ha da lavaret ar pez a garint, ha distroomp da welet pe­naoz ez a ann dro gant ar verc’h iaouanka du-ze. Kerkent ha ma voa eat ann tad kuit, al loen a la­varaz da Vari : — Brema ez oc’h ar rouanez ama ; setu aze dillad, levriou ha binviou a bep seurt