Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/222

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

210
AR MARVAILLER BREZOUNEK

d’en em wiska, da lenn ha da gana, hervez ma ho pezo c’hoant. Pa vezoc’h skuiz, n’ho pezo nemet lavaret d’al lore kana d’ho zro, hae raint ; pep tra a zo ama. dindan ho kalloud, ha me zo-ken ivez evel ar re all ; evelato e karfenn ho pe ar va­delez da lezel ac’hanoun da zont ama d’ho kaout, e-pad ma vezoc’h o leina bemdez, rak nemet er mare-ze euz ann deiz n’ounn vak. Kredit ac’ha­noun, me am beuz mistri ive da ober diout-ho, evel ma rankit ober diouz-in-me.

Pa deuaz ann noz, ar plac’h iaouank a ia d’he gwele, na petra ’ta ? Fichet mad e voa bet ar gwele, ha pep tra a voa ebarz ; golc’hejou plunv, dillad fresk, pevar pe bemp pluek dindan be fenn ; n’e devoa, enn eur ger, diouer euz a netra. Euruz e vije bet evel eur rouanez, nemet e veze atao he­-unan, ken na deue d’he gwelet ann hini a rea brema he loenik anezhan ; rak o veza en em voazet dioc’h al loen, hag o welet ivez e voa donvoc’h ha gwelloc’h evit n’en devoa ann doare da veza, e leac’h kaout aoun ra-z-han hag heuz evel e devoa da genta, brema e deveze mall da welet anezhan o tont d’he c’haout ; ha pa deue ar mare ma ranke mont kuit diout-hi, ec’h en em gave nec’het ha doaniet. Ann dra-ze a ziskouez n’eo ket great ann den evit beza he-unan.

Al loen a wele ann dra-ze hag a deue donvoc’h-donva, laouenoc’h-laouena bemdez, rak fisians en devoa e teuje ar verc’h-ma da garet anezhan ; ha dont a reaz nebeud-a-nebeud.