Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/226

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

214
AR MARVAILLER BREZOUNEK

em gaout abred a-walc’h a raimp, gant ma vezo great da bak gan-ez warc’hoaz da c’houlou deiz. — Great e vezo, eme ar plac’h iaouank.

— Mad eo neuze, eme al loen, da unnek heur ema ann eured, hag abarz dek heur e vezimp eno. Pa en em gavimp a-vad, eme-z-han c’hoaz, em beuz da gelenn ac’hanoud diwar-benn na boko den d’id, na da dad nag hini euz da c’hoarezed ; den e-bed enn eur ger. Lavar d’ezho ar pez a gari evit en em zigarezi, rak mar pokfe unan-bennag d’id, me da lazfe dioc’h-tu. Diwall eta oc’h ann dra-ze.

Antronoz, mintin mad, ar plac’h iaouank, great he fakad gant-hi, a lakeaz anezhan war gein he loenik, hag enn hent. Ker buhan ez ejont neuze ne glevaz hou-man ha n’e devoe amzer da welet netra, ken na voe en em gavet tost d’ar gear. — Emaomp e-kichenn ti va zad, eme-z-hi, sad’ a-hont va c’hoar, ema o tont d’am c’haout. — Diwall na bokfe d’id, me as ped, nag hi na den all e-bed. — He zad a deu d’he c’haout ive, ha pa’z int tost e lammont evit poket d’ezhi. — Arabad eo, eme ar plac’h iaouank, difenn a zo great ouz-in ; na ve ket eta dont a rafe den evit poket d’in, na goaz na maouez, rak falla tra a rafent hed ho buez e ve ann dra-ze.

Pa voe diskennet enn ti, hou-man, a voa gant-hi aour hag arc’hant, a roaz eunn dra-bennag kaer da bep-hini euz a dud ann ti, kouls d’ar plac’hed