Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/230

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

218
AR MARVAILLER BREZOUNEK

hag ar plac’h iaouank-ma, eur fallaenn war-n­-ezhi, ne zizemplaz ken na voe enn he c’hampr. Eno e voe servichet evel ma voa bet a-raok, nemet da boent he fred ne deue ket he loenik da welet anezhi ; pemzek dervez a dremenaz evel-se.

Goude ar pemzek dervez-ze e kement-se, ar plac’h iaouank-ma a voa souezet ha nec’het, a c’hellit kredi, pa deuaz he loenik adarre. Goulenn a reaz out-hi ha ne voa ket nec’het. — Eo da, eme-z-hi, nec’het ounn bet o welet ne deuac’h ken d’am gwelet. — Gouzout a rann ez eo gwir a leverez, ha dre n’am boa ket da damall ac’hanoud evit ar pez a zo c’hoarvezet, ez ounn choumet d’ann traon da uza ann drouk a voa enn-oun, rag anez, eme-z­-han, ne vijenn ket bet marteze evit miret d’as laza.

Hou-ma, ar verc’h-ma, ne voa ket eunn diodez, na tost zo-ken, hag a wele er-vad ma komze al loen evel-se out-hi, ne voa emichans nemet dre ma karie anezhi, ha dre m’en devoa eunn tammik marc’h rouz. Dre-ze eta ne reaz van e-bed oc’h he glevet, hag e devoa fisians enn-han atao, evel a-raok.

Sada a-benn bloaz, pe evel-se, ma lavaraz al loen d’ezhi ez edo he eil c’hoar o vont da zimezi ivez, hag e voa red ez aje d’ann eured. — Da ober petra, eme-z-hi, ez inn-me ? Gwelloc’h eo gan-en choum ama, gant aoun na c’hoarvezfe gwasoc’h c’hoaz evit ann dro genta. — Ne d-euz fors petra a c’hoar­vezo, mont a ri, eme al loen. — Mont a rejont,