Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/238

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

226
AR MARVAILLER BREZOUNEK

— Emichans ne choumoc’h ket, eme ar c’hrek nevez, re a riou ho pe ; ha, goude c’hoaz, ann dra-ze ne zere ket. Ha ma ve gwelet pe glevet, e ve chaog diwar hor penn ?

— Me, eme al loen, n’em beuz riou morse, hag oc’h-penn ne rann van euz a gement a c’hellfe teodou an dud da lavaret ; pa vez tremenet nao c’hant vloaz er-meaz, e traon eur wezenn, n’euz forz pe seurt amzer a veze, e c’hellit kredi ne reer forz euz a netra. Rak-se ’ta bezit e peoc’h diwar-benn traou ar seurt-ze, ha list ac’hanoun da vont, pa fell d’in ha pa’z eo red oc’h-penn.

Hou-ma, ar c’hrek nevez-ma, hep beza tamm drouk enn-hi, a lezaz neuze anezhan da vont e starn ann daol ; ha d’he gwele. Evelato, kaer e devoe, ne voe ket evit kousket muioc’h evit ki milin, da lavaret eo e devoa eul lagad prennet hag eunn all digor, da welet petra a vije a nevez. Kaer e devoe ivez ne voe ket evit kas an nec’h kuit diout-hi. Ober van ha neuz a rea da gousket, enn eur zellet dre gornik he lagad, ha setu e-verr hag hi gwelet al loen oc’h en em astenn hag oc’h en em drei war he gein ha war he gof, evel pa en divije gwentr. — Bremaik, eme-z-hi, e vezo ama eunn dra bennag a nevez, am beuz aoun.

Hou-man, enn eur lavaret ann dra-ze out-hi he-unan, ne flach na ne finv ; atao e sell a gorn, pa wel penn eunn den o tont er meaz euz a zindan ar c’hroc’henn. Ar penn-ze a voa ker kaer, ne voa gwelet kaeroc’h. Ar c’hrek iaouank ne zistro