Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

12
AR MARVAILLER BREZOUNEK

n′oa enn he c′herc′henn nemet dillad dister, evel re ar merc′hed diwar ar meaz. Oc′h he gwelet, map ar roue a zeuaz he galoun da deneraat ha da domma ; ha p′en doe klevet anezhi o prezeg, e oe tost d′ezhan choum mantret, ker brao oa he c′homzou.

Ar plac′h iaouank-man a zerraz he leor hag, hep gouzout piou a ioa eno, a lavaraz da vap ar roue ez aje, mar karje, da ziskouez d′ezhan ann hent. — Ia a-vad, eme he-man ; hag hi dioc′h-tu ha mont d′he ambroug eur pennad.

Map ar roue distro d′al lez, ne oe mui evit di­zonjal er plac′h iaouank en doa gwelet e ti ann tiek koz, ha kaer en devoe goude-ze lenn ha skriva muia ma c′helle, ne wie tamm petra rea, o veza ma′z edo he spered atao gant ar plac′h iaouank. Evit lavaret berr, dont a reaz da garet kement anezhi, ma koazaz a-zeiz da-zeiz ha ma kouezaz klanv.

Galvet e oe medisined d′he gaout, da welet pe­tra a c′hoarie gant-han ; hag ar re-man, goude goulenn e pe leac′h en doa poan, a lavaraz d′ar roue oa kaloun he vap stag enn tu-bennag, hag e ka­re eur plac′h iaouank ne grede ket lavaret piou oa.

War gement-man ez eaz ar roue da gaout he vap. Goulenn a reaz out-han hag ez oa gwir e kare eur verc′h iaouank : — Lavar d′in piou eo, eme­-z-han, n′as pez aoun e-bed, rak ha pa ve merc′h eur pillaouer e ve, es pezo anezhi evit pried, mar fell d′id he c′haout.