Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/242

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

230
AR MARVAILLER BREZOUNEK

dioc’h egile, ha n’en em welfemp mui. Setu eno ar pez ho pezo da ober ha da ziwall ; ne d-eo ket diez, evel a welit.

C’hoarezed hou-ma a voa deut d’ann eured a voa merc’hed, ha kivioul mar d-oa ; ne voant ket deut evit ho c‘hoar hep-ken ha dre garantez out-hi. Merc’hed evel-d-ho n’int kre da garet, nemet-ho ho-unan a rafent. Deut e voant a-vad evit gouzout pe seurt c’hoari a vije gant ann daou-ma enn nozvez kenta euz ho eured. Hag ar c’hoant-ze ho devoa da welet petra vije ; a reaz d’ezho lakaat, hep gouzout da zen, ober daou doull talar er zolier ma’z edont, a-ziouc’h kampr ann daou zen nevez. Dre ann daou doull-ze, ann diou-ma ho devoa gwelet kement a voa bet, ha klevet ivez petra voa bet lavaret.

Pa welaz ann diou c’hoar peger brao den e voa he-ma brema, ho doe gwarisi oc’h ho c’hoar. Bravoc’h den e deuz bet evid-omp-ni, eme-z-ho, hag eurusoc’h e vezo ivez gant-han evid-omp-ni gant hor goazed, ma na deuomp a-benn da gas anezho ann eil dioc’h egile. — Setu penaoz e vez goret drouk er galoun !

Eunn eiz dervez-bennag a dremenaz er c’hiz-ze. A benn eunn nao dervez, setu ar pried nevez ha mont da chaseal, ha lezel he c’hrek er gear gant he c’hoarezed. Ar re-ma neuze a ieaz da gaout ho c’hoar iaouank, hag a lavaraz d’ezhi : — Kleo ’ta, Mari ; a-raok ma’z aimp kuit, e tlefez diskouez d’e-omp eunn dra-bennag. — Petra eo, eme