Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/246

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

234
AR MARVAILLER BREZOUNEK

neuze ha kregi enn-han hag hen teuler enn tan da zec’hi ha da zevi.

Kerkent eunn dalm kurun a darzaz, hag a strinkaz ann diou c’hoar war ho genou d’ann douar ; hag ar pried en em gavaz eno dioc’h-tu. — Sada me deut reuzeudik gan-ez, eme-z-han ; ni a voa ken euruz ! — Hag hen ha diaveli gant-hi eur javedad, ken a strinkaz diout-hi tri vanne goad war he roched.

Ar c’hrek iaouank neuze a c’houlennaz digant ann Aotrou Doue hag ar Werc’hez, he vamm, ma choumje ann tri vanne goad-ze enn he roched, ken na deuje hi he-unan da lamet anezho. Goude ma e devoe lavaret ann dra-ze d’he fried, he-man d’he dro a lavaraz d’ezhi : — Me a ia kuit brema, ha ne c’houzoc’h ket da be leac’h ; a-raok ma kavoc’h ac’hanoun-me, ho pezo kalz a boan, hag ec’h uzoc’h daou re voutou houarn hag eur re voutou dir o vale.

Neuze ar c’hrek iaouank a wel he fried o vont ac’hano enn eur c’harr arc’hant hag aour, ha tennet enn ear gant peder goulm wenn-kann ; a-benn eunn nebeud goude ma voa nijet, ne welaz mui netra.

He c’hoarezed brema a c’hoarze hag a dride ho c’haloun, O welet e voant deut a-benn da ober ho zaol. — Brema, eme ar c’hrek iaouank, enn eur wela leiz he daoulagad, brema e rankinn mont war-lerc’h va fried ken her c’havinn, pe ken na vezinn maro, rak lakeat eo e tle ar pried beza