Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/248

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

236
AR MARVAILLER BREZOUNEK

gant ar pried, ha bez’ e vijenn bet gant-han c’hoaz, mar karjenn beza choumet hep diskouez kroc’henn e-bed d’am c’hoarezed fall. Piou en divije kredet birviken ho divije bet kemend all a fallagriez hag a zroug ouz-inn ? Biskoaz me n’am beuz great drouk, na poan d’ezho. Pa’z int bet eta ken digaloun ouzin, ha pec’hed e ve d’in laerez, diwar ho c’houst, ar c’hillek aour hag ar iar arc’hant ?

Hou-man, o kavout he zro, a ra evel a lavar, ha kuit gant-ho ac’hano hep lavaret kenavezo d’ezho. Lakaat a ra ober eur re voutou dir da genta, ha goude kemeret eur pennad bazik d’he harpa enn hent, ez a da vale bro. Kaset e devoa ive gant-hi aour hag arc’hant, muia ma c’hellaz.


————


TREDE NOZVEZ


————


Setu ’ta brema ar c’hrek iaouank-ma o vont, ha na c’hoar da be leac’h nag etrezek pe vro. Mont a ra ha bale a reaz ken na voe toull he boutou dir. Neuze e laka ober eur re all, eur re houarn a--