Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/252

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

240
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ha va c’horf ivez, ha nemet en em gavinn gant va fried, ne d-euz forz e-bed pegemend e vezo va foan.

Ar c’hrek iaouank-ma a bignaz e-pad tri dervez ha peder nozvez, ne lavarann ket heb ehana ; diskuiza a rankaz, piou ne raje, harpet oc’h meur a roc’h, hag he c’haloun dizeac’h gant ann naoun hag ar zec’hed. Pa voe war lein ar menez e welaz eur gear gaer enn tu all. — Ne d-inn ket pelloc’h evit ar gear-ze, eme-z-hi, enn eur zellet out-hi a bell. N’ounn ket evit mont hirroc’h, ha nemet ez inn beteg enn-hi a zo a-walc’h. Er gear-ze e rankinn mont enn eunn ti-bennag da zervicha, ha goude, p’am bezo dastumet eur gwennek-bennag, ez inn adarre gant va hent.

Pa en em gavaz Mari e traon ar menez enn tu all, ez eaz da ziskuiza war ar pount a voa a-ziouc’h ar ster a iea, dre eno, hag hi gwelet eunn toullad merc’hed o walc’hi, eur ragach gant-ho gwasoc’h evit na vez gant eur vandenn biged. Mari a zell out-ho hep lavaret ger. Petra a lavarche ? Great e vije bet goap anezhi. Choum a reaz eno koulskoude eur pennad mad, hag em-berr hag hi gwelet eur vaouez all o tont euz a gear, hag a voa, dioc’h ann doare anezhi, mestrez war ar re all ; rak pa en em gavaz e lavaraz d’ar merc’hed a voa o kanna : — Diwallit mad na ve kollet eur roched zo ama d’ar prins, hag a zo tri vanne goad war he bruched ; hirio e rank beza kaset d’ezhan, hag he c’haout a rankann da vont gan-en. Gant piou ema-hi ? —