choumet ama da ehana eur pennad, pa’z oc’h en em gavet. Naonn du am beuz, ha ma ho pe ar vadelez da rei d’in eunn dra-bennag da zibri, e rafac’h d’in kalz a vad.
— Deut gan-en, eme ar vestrez, d’ann ti-kouez ; labour hor beuz hag eno eo e vezann o choum endra bad al labour brasa, evel brema. Dre ma tle ar prins dimezi hep dale, emaomp gant ar c’houez braz. Deut gan-en eta ha bezit heb aonn, me a roio d’e-hoc’h kement ho pezo ezomm, hag eunn tamm dillad a gavinn ive, rak ho re-c’houi a zo eunn truez ; ken toull ha ken dispenseliet int, ma weler ho kroc’henn dre-z-ho.
Setu hag ar c’hrek iaouank ha mont neuze gant ar vestrez d’ann ti-kouez, hag eno e voe roet d’ezhi da zibri ba da efa ; en em domma a reaz goude he fred, ha pell braz a voa ne voa ket bet ken euruz. Pa welaz peger mad e voa out-hi mestrez ar gannerezed, e lavaraz e karje beza plac’h e lez ar roue, n’euz forz da betra e vije lakeat. Me a welo e-verr, eme ar vestrez ; ha mar d-euz eur plas vak-bennag, ho pezo anezhan, rak me a zo kar d’ann hini a zo mestr braz ar mevellien.
Ar vestrez a c’houlennaz, evel ma e devoa lavaret, ha ne gavaz da rei d’ar c’hrek iaouank nemet plas paotrez ar ier a voa maro neizur. — Dister eo ar plas, eme ar vestrez ; koulskoude ho pezo ho lojeiz hag ho poed, ha divezatoc’h ho pezo gwelloc’h.
Ar c’hrek iaouank a ia da viret ar ier, ha gwelet a ra bemdez eunn itronn pe eunn dimezel iaou-