Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/258

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

246
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ank, ne c’hwie ket petra voa, o vont d’al lez douget enn eur gador-bortez. Oc’h he gwelet bemdez o vont hag o tont, Mari a c’houlennaz eunn deiz piou o voa. Setu ma klevaz e voa ann hini a iea war he boutou, da lavaret eo ann hini a dlie dimezi d’ar prins abars nemeur. — Mar gellann-me, ne raio ket, eme Vari enn he c’haloun. — Hag hi neuze ha lakaat he c’hillek aour enn avel e-touez ar ier all.

Ar brinsez-ma, rak eur brinsez e voa, o welet ar c’hillek kaer-ze, pa dremenaz dre ar porz. a voe souezet ; ne voa nemet-han gant ar ier, o veza ma voa bet treac’h d’ar c’hilleien all, ha m’en devoa kaset anezho da vale gant he vek aour, kaletoc’h, evit doare, evit na voa begou ar re-ze. — Da biou ar c’hillek kaer-ze, eme ar brinsez ? — D’in-me, eme plac’h ar ier ; bez’ am beuz bet anezhan a-berz va zad. — Mad, eme ar brinsez, me a garfe he gaout, ha bez’ am bezo anezhan. — Ne c’houzounn ket, eme ar c’hrek iaouank, ha me a werzo anezhan d’e-hoc’h ; n’em beuz ket kalz a c’hoant ho pe va c’hillek. — Goulenn anezhan ar pez a giri. — Ma werzann anezhan, ne roinn ket a vihanoc’h evit nao mil skoed hag eunn nozvez da dremen e kampr hoc’h hini koz [1]. Mar d-eo

mad d’e-hoc’h evel-se, kemerit-hen ; evit a vihanoc’h n’ho pezo ket anezhan.

  1. Hoc’h hini koz. Expression familière des bretonnes pour dire votre mari, votre amoureux.